Voici le texte généré de 10 paragraphes.
Si vous aimez ce site, aidez-moi à le faire vivre :
Den ebet ne vo emellet diouzh c'hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
Pep den en deus dleadoù e-keñver ar gevredigezh, al lec'h nemetañ ma c'hell peurziorren e bersonelezh en he frankiz.
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.
Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc'h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c'hanedigezh pe a natur all.
Den ebet ne vo tennet e vroadelezh digantañ nag ar gwir da gemmañ e vroadelezh diouzh c'hoant.
Pep den en deus gwir da gaout ur vroadelezh.
Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzoù, da gemer perzh en araokadeg ar skiantoù ha da gaout e lod eus ar madoù degaset ganti.
Pep hini en deus gwir d'ar frankiz d'ober e veno ha d'en disklêriañ, da lavarout eo gwir da chom hep bezañ trubuilhet en abeg d'e vennozhioù, gwir da glask, da resev ha da skignañ keleier ha mennozhioù, dre n'eus forzh pe zoare disklêriañ, hep teurel pled ouzh an harzoù.
Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc'h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c'hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc'hel ar peoc'h.
Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevañ dereat evit e yec'hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoù kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d'an diogelroez ma c'hoarvez dezhañ bezañ dilabour, klañv, mac'hagnet, instañvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevañ en desped dezhañ.
Ce texte généré aléatoirement (à partir du texte de la Déclaration des droits de l'homme) peut être utilisé dans vos maquettes (webdesign, sites internet, livres, affiches...) gratuitement. Ce texte est entièrement libre de droit.
Si vous aimez la photographie d'art, la peinture et l'esprit zen, jetez un œil sur le site de ce Artiste peintre et photographe à Orsay, en Essonne (France).